E 1359, goude marv e vreur henañ Süleyman pacha, e voe lakaet e penn al lu otoman e Roumelia.
Ren
Ren a reas war-lerc'h e dad Orhan Gazi adalek 1360.
Aloubiñ a reas Edirne e 1362 hag e lakaas anezhi da gêrbenn ar vro. Kaset e voe di Turkmened eus Anatolia a-benn kreskiñ dregantad an Durked e Roumelia.
Tiriad an Otomaned a dremenas eus 95.000 km² e 1360 da 500.000 km² e 1389.