Mombasa eo an eil kêr vrasañ e Kenya. War aod Meurvor Indez emañ, e Su ar vro, hag ur greizenn douristel a-bouez eo. Porzh pennañ Kenya eo ivez. War un enezenn (enez Mombasa) emañ ar gêr gozh, hag en em astenn a ra ar gêr nevez war an douar-bras.
Gant kenwerzhourien arab e vije bet savet kêr en VIIIvet kantved ha dont a ra hec’h anv eus an arabegManbasa. E swahileg eo anvet Kisiwa Cha Mvita (pe, berroc’h, Mvita, a zo anv ar gêr gozh c'hoazh), a dalvez "enez ar brezel", abalamour m’eo bet preizhet alies gant alouberien estren e-hed an istor.
Poblañs
War-dro 900 000 annezad a vije o chom enni e 2006, 939 370 e 2009, ha kresket eo da 1 208 333 a annezidi hervez niveradeg diwezhañ 2019. 3 528 940 a dud zo o chom e rannvro ar veurgêr.