Mikael an Nobletz, ganet e Plougerne e 1577 ha marvet e 1652 e Konk-Leon, a oa ur beleg, ur teologour, hag ur misioner breizhat. Bet eo bet Mikael an Nobletz an hini kentañ hag unan eus nerzhusañ misionerien an Adkempenn katolik e Breizh-Izel, en penn kentañ ar seitekvet kantvet.
Buhez
Ganet d’an 29 a viz Gwengolo1577, en maner Kerodern, parrez Plougerne, Mikael an Nobletz a oa ar pevare eus 11 bugel. E dad a oa Herve an Nobletz, noter a-roue, hag e vamm Soaz a Lezgwern.
Ober a reas e studi e skolaj an Tadou jezuist, e Bourdel hag e Ajen, etre 1596 ha 1606, ha goude-se c’hoaz e Skol-Veur ar Sorbonne, e Pariz ; beleget e oe e 1607. Distroet da Blougerne, ec’h en em dennas, e-pad ur bloavez a-bezh, en ur minihi e-noa lakaet sevel e-mesk ar reier, war aod Tremenac’h : eno e renas ur vuhez rust. Ober a reas neuze e zoñj mont da veleg misioner.
Da gentañ ez eas da jom e Kemper, ma prenas eno un tamm ti, e karter Douar-an-Dug. Eus Kemper ez ae da brezeg misionoù, er Faou, e Konk-Kerne, Gwaien, hag e enez Sun. Anvet da berson e Meilar, e roas e zilez un nebeud mizioù goude, evit dont da jom, e miz Mae 1617, e Douarnenez, na oa en amzer-se ur c’harter eus parrez Ploare.
E-pad daou pe tri bloaz warn-ugent, e kelenn ar c’hatekiz d’an dud fidel ; mont a ra da welet an dud paour hag a re glañv ; lakaad a ra da dalvezout doareoù nevez evit kelenn ; skrivañ a ra kantikoù brezhoneg. Evit rei brud d’e brezegennoù, e ra diouzh ur c’hiz savet gantañ : livañ taolennoù war gartenn m’eo treset warno a beb skeudennoù eus ar vuhez. Diwezhatoc’h e vo savet, diwar ar skouer-se, meur ha meur a daolenn ar misionoù.
E 1639 pe 1640, e teuas dom Mikael en-dro en e eskopti Leon : un ti a brenas e Konk-Leon, ma chomas ennañ e-pad an daouzek pe trizek bloavez diwezhañ eus e vuhez. E 1651 pe 1652, e oe roet dezañ gant Doue kaout merkoù Pasion Or Zalver en e gorv[1]. Mervel a reas e Konk-Leon, d’ar 5 a viz Mae 1652, d’an oad a bemzek vloaz ha tri-ugent.
Bet eo bet dom Mikael an Nobletz, en penn kentañ ar seitekvet kantvet, an hini kentañ hag unan eus nerzhusañ misionerien an Adkempenn katolik e Breizh-Izel. Roet e oa bet dezañ gant lod ul lesanv "ar beleg foll". Skrivet e-neus dom Mikael an Nobletz un deizlevr eus e visionoù : bez ’e c’heller lenn darn anezho en e vuhezskrid embannet e 1666 gant an Tad jezuist Anton Verjus (Buhez an Aotrou Nobletz, Beleg ha misioner eus Breizh). Adkroget eo bet e labour, ka kresket, gant an den eüruz Juluan Maner (1606-1683).
Prosezadur an eürusadur
E 1701 e oe digoret ar prosez a eürusadur dom Mikael an Nobletz. Adlañset e oe e 1888, gant an Aotrou Lamarche, eskob Kemper ha Leon. A-drugarez d’un dekred eus ar pabLeon XIII, d’ar 6 a viz Ebrel 1897, e voe roet aotre da gas war-raok kaoz dom Mikael betek Kongregasion Sakr al Lidoù. Anzav a reas ar pab sant Pi X, kalonegezh vertuzioù dom Mikael, d’ar 14 a viz Kerzu 1913[2].
Levrlennadur
Buhezskridoù
(fr) Antoine Verjus, La vie de Monsieur Le Nobletz, prestre et missionnaire de Bretagne, Paris, 1666.
(fr)Vie de Dom Michel Le Nobletz par Dom Lobineau, dans Les Vies des Saints de Bretagne, Rennes, 1723.
J. Bleuzen, sj, Buez an aotrou Mikel Nobletz : beleg enorus meurbed. Rener kenta ar Missionou e Breiz-Izel, er 17t cantvet, Brest, J.-B. Lefournier ; Kemper, J. Salaun, 1879. (Skrid enlinenn)
Alain Marie Drézen, Buez dom Michel Nobletz : missionner hag abostol braz Breiz-Izel, Brest, J.-B. Lefournier ; Quimper, J. Salaün, 1879. (Skrid enlinenn)
(fr) Yves Creignou, Vie du vénérable dom Michel Le Nobletz, Apôtre de la Basse-Bretagne, 1577-1652, Kemper, 1952.
Levrioù
Fañch Roudaut, Alain Croix & Fañch Broudic, Les chemins du paradis / Taolennou ar baradoz, Éd. de l'Estran - Chasse-Marée, Douarnenez, 1988 (levr divyezhek).
(fr) Anne Sauvy, Le miroir du cœur. Quatre siècles d'images savantes et populaires, Pariz, Cerf, 1989.
(fr) Jean-Michel Le Boulanger, Michel Le Nobletz. Ar beleg fol. 1577-1652, Un missionnaire en Bretagne, Douarnenez, Mémoires de la Ville, 2001, 195 p. (ISBN 978-2-951196-77-3)