Ar meud, pe biz-meud, lesanvet morzhol al laou, eo ar biz berrañ ha tevañ. N'eus nemet daou oeñs dezhañ. Ar biz nemetañ eo a c'hall dont dirak ar bizied all da stardañ un dra bennak etrezo.
C'hoari biz-meud a vez lavaret eus sevel ar biz-meud d'ober sin d'ar vleinerien da chom a sav evit kaout sav diganto.
Debriñ un dra bennak dindan e veud a zo debriñ un dra bennak war un tamm bara, dalc'het gant ar meud, da lavarout eo debriñ buan, hep koazezañ, hep ober ur gwir bred ouzh taol.
Kouezhañ e veud en e zorn a zo bezañ disouezhet pe dipitet.
Krennlavaroù
Un tamm kig dindan e veud A lak an den en e vleud.