Ur vatezh zo ur plac'h a servij ur mestr pe ur vestrez en e di.
Ul labour a renk izel eo bet a-viskoazh, a vez roet dreist-holl d'ar plac'hed yaouank dizesk, pe d'ar merc'hed paour, ha sed a zo kontet er goñchenn Luduennig. Disheñvel e c'halle bezañ ar vicher e kêr pe war ar maez, e ti mistri baour pe re binvidik.
Gwechall e teue ar mitizhien eus tiegezhioù paour ha niverus, ha prest o zud da reiñ anezho da ne vern piv dre ma koustent re ger dezho da vevañ er ger. Evit o boued e labourent. Hiziv ez int gwarezet un tamm gant al lezenn memes tra.
Graet e veze ar vicher-se gant plac'hed yaouank a groge d'ober war-dro ar vugale, kerc'hat dour d'ar puñs, naetaat ar gegin hag an oaled. Naetoc'h labour e oa ober war-dro an dilhad.
War ar maez
Stag e oant ouzh tiegezh o mestr, en e di e oant o chom. Pa c'hallent dimeziñ eo e c'hallent kuitaat o mistri. Pa intañve o mestr e c'halle c'hoarvezout da unan bennak dimeziñ gantañ, met kement-se n'halle ket c'hoarvezout e ti an dud uhel.
Matezh ar person
Karabasenn a veze lavaret eus matezh ar person. Brudet e oa da vezañ hek: kintus evel ur garabasenn, a veze lavaret.
E kêr
En tiegezhioù pinvidik ma oa kalz mitizhien e veze ur hierarkiezh, ha rannet al labour etre ar plac'h a gambr, plac'h ar gegin, hag ar mitizhien yaouank dindane.
Ar merc'hed yaouank a vze preizhoù aes alies d'ar vourc'hizien, yaouank pe gozh, evel ma tiskouez Guy de Maupassant e meur a gontadenn, e Rosalie Prudent da skouer.
Er XXIvet kantved
En Europa a hiziv e teu ar mitizhien eus ar broioù paourañ. E Pariz eo echu mare ar mitizhien o tont eus maezioù don Breizh pe Spagn: kavet e vezont er Filipinez. En Italia e teuont alies eus Roumania.