Mademoiselle O'Murphy livet gant François Boucher
Marie-Louise O'Murphy de Boisfaily , a oa pried da Beaufranchet d'Ayat , a veze graet Mademoiselle de Morphyse (pe la belle Morphyse ) anezhi, a oa ganet e Rouen d'an 21 a viz Here 1737 ha marvet e Pariz d'an 11 a viz Kerzu 1814 . Merc'h e oa da Daniel O’Murphy de Boisfaily , ofisour roue Bro-C'hall, a orin iwerzhonat.
Da 14 vloaz, e 1752 , e voe kinniget gant markizez Pompadour d'ar roue gall Loeiz XV , ha dont a reas da vout serc'h ar roue, troet gant kig fresk.
Gant François Boucher e voe kemeret da batrom evit un daolenn pebret mat. Kenemglev a oa un tamm bennak etre François ha Morphyse.
Ur verc'h he doe gant ar roue, Agathe Louise de Saint-Antoine de Saint-André (1754 -1774 ) a zimezas, en 1773 , da René-Jean-Mans de La Tour du Pin , Markiz de la Charce , (1750 -1781 ).
En 1755 , e fellas d'ar roue trugarekaat ar plac'h eus he servijoù ha plijout d'an Iliz katolik. Dimeziñ a reas e serc'h Marie-Louise O'Murphy da Jacques de Beaufranchet en 1755 . Ur mab o doe, Louis Charles Antoine de Beaufranchet , ofisour en amzer an Dispac'h hag e brezel Vande .
E 1759 e timezas da François Nicolas Le Normant hag e 1798 da Louis-Philippe Dumont , tregont vloaz yaouankoc'h eviti, dileuriad Calvados er Convention ,: dizimezet e vint a-raok fin ar bloaz.
Casanova en devije graet al lez da Marie-Louise O'Murphy, ha skrivañ a ra-eñ en e levr Mémoires :
« L’habile artiste avait dessiné ses jambes et ses cuisses de façon que l’œil ne pouvait pas désirer de voir davantage. J’y ai fait écrire dessous : O-Morphi, mot qui n’est pas homérique, mais qui n’est pas moins grec. Il signifie Belle. »
Levrlennadur
Giacomo Casanova , Histoire de ma vie , F.A. Brockhaus, Wiesbaden et Plon, Pariz 1960 -1961 .
Duncan Sprott, Our lady of the potatoes, Londrez 1995.
Alexander Schulz : Louison O'Morphy. Bouchers Modell für das "Ruhende Mädchen" , Isny, Andreas Schultz, 1998
Camille Pascal , Le goût du roi : Louis XV et Marie-Louise O'Murphy , Librairie Académique Perrin, Pariz,2006 .
Liammoù diavaez
Taolennoù