Louise Auguste Danmark, pe Louise Augusta af Danmark e daneg, ganet e 1771 en Hørsholm, ha marvet e 1843 en Augustenburg, a oa ur briñsez eus Danmark ha Norge hag a deuas da vout dugez Schleswig-Holstein-Sonderburg-Augustenburg dre he dimeziñ.
En-ofisiel e oa merc'h d'ar roue Christian VII ha d'ar rouanez Caroline Mathilde von Hannover. Hogen krediñ a reer a bep tu eo Johann Friedrich Struensee, medisin ar roue ha rejant de facto, an hini a oa tad dezhi. « Struensee vihan » a veze graet anezhi.
Dimeziñ ha bugale
Dimeziñ a reas da Friedrich Christian II (Schleswig-Holstein-Sonderburg-Augustenburg)
-
Poltred Louise Augusta en bugel. Pastel gant H.P. Sturz, 1771. Kastell Rosenborg, Danmark.
-
Poltred Louise Augusta, gant
Anton Graff, 1791. Kastell Rosenborg, Danmark.
-
Louise Augusta Danmark, Dugez Schleswig-Holstein