Al Lenn Victoria (Victoria Nyanza, anvet ivez lenn Ukereve) zo ul lenn vras e Reter Afrika etre Kenya, Tanzania hag Ouganda.
Lenn vrasañ Afrika eo hag unan eus al lennoù brasañ er bed. Enni emañ eienenn an Nil Gwenn, unan eus an div stêr a ya d’ober an Nil. Emañ en un tolead uhel a-walc’h (1 134 m a-us live ar mor) e traoñienn Rift Bras Afrika. Enni e kaver kantadoù a enezennoù : an inizi Ssese ; 43 anezho zo tud o chom warno.