Krign-bev ar vronn[1] zo ur c'hleñved hirbad hag a zeu diwar paotadur direizh ar c'helloùigoù er bronnoù. Ur vaouez diwar eizh a vo tapet gant ar c'hrign-bev-se e-pad he buhez. 8 krign-bev ar bronnoù diwar 10 a grog goude 50 vloaz. Ar c'hentañ krign-bev eo evit ar merc'hed e-keñver an niver kouezhet klañv bep bloaz. Hini ar skevent a ya war-raok kalz hag a c'hellfe bezañ an hini kentañ er bloavezhioù da zont[2].
Etre 5 ha 10 % eus krignoù-bev ar vronn a zo reoù a-orin genetek dre hêrezh; etre 85 ha 90 % eus ar stummoù all (stumm degouezhel) o deus orinoù en endro pe dianav betek-henn.