Gronnañ a ra kavenn ar brusk, enni ar skevent. Analet e vez pa stegn ar gelc'hspeurenn (ar gigenn a ra an disparti etre ar brusk hag ar c'hof) ; d'ar memes koulz e stegn ar c'higennoù etrekostezennel evit sevel ha brasaat kest ar bruched. Diwar-se e kresk volum kavenn ar brusk hag an aer a vez bountet er skevent.