Keriti a zo ur gumun a-wechall eus Breizh e departamant Aodoù-an-Hanternoz. Ul lodenn eus kumun Pempoull eo bremañ.
Douaroniezh
Istor
- E 1790 e voe krouet ar gumun.
- En XIXvet kantved e oa bet kresket porzh-mor Pempoull diwar-goust douaroù kumun Keriti, rak re vihan e oa tachenn Pempoull. E dibenn an XIXvet kantved e voe lakaet sevel ti-gar Pempoull, war douaroù Keriti adarre. Tamm-ha-tamm e oa deuet buhez an div gumun da vezañ liammet-strizh eta. Pemzek vloaz goude dibenn an Eil Brezel-bed, e 1960, e voe bodet kumunioù Keriti, Plounez ha Pempoull da sevel "Pempoull Vras".
- Mervel a reas 75 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 2,61 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[1].
- Mervel a reas 44 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
- D'ar 15 a viz Gouhere 1944 e voe lazhet pemp rezistant (tri anezhe a oa eus Keriti) ha tri soudard alaman en un emgann e Pañvrid-ar-Beskont[3].
Brezelioù didrevadennañ
- Mervel a reas daou vilour er Viêtnam.
- Mervel a reas daou soudard.
Monumantoù ha traoù heverk
- Abati Boporzh.
- Chapel Santez Barba.
- Monumant ar re varv er vered e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[4].
- Taolenn-enor ar re varv (1914-1918) er maerdi, luc’hskeudenn[5].
Emdroadur ar boblañs
Melestradurezh
- Le Fiblec a oa maer e 1837 ha Brichet e 1860[6].
Tud
Pennadoù kar
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù