E fin an XIXvet kantved edo Breizh-Veur o klask mestroniañ su kevandir Afrika. Tri abeg a oa da gement-se: diwall an hent-mor war-du an Indez, brasañ trevadenn ar Rouantelezh, hag a dremene dre ar C'hab ; kavadenn ur wazhennad diamantoù e 1868 e tolead Kimberley war an harzoù entre Trevadenn ar C'hab ha Stad dieub Oranje, hag en 1886 kavadenn ur wazhennad vras a aour e Transvaal.