Kenemglev-stern evit gwareziñ ar bihanniveroù broadel
Kenemglev-stern[1]evit gwareziñ ar bihanniveroù broadel a zo ur feur-emglev savet gant Kuzul Europa da bal dezhañ gwareziñ gwirioù ar bihanniveroù broadel. E 1998 e voe lakaet da dalvezout.
Ar sinerien
Sinet eo bet gant an holl stadoù a zo e Kuzul Europa war-bouez Andorra, Frañs, Monaco ha Turkia.
Ar melladoù
Mellad 1 : « Gwarez ar bihanniveroù broadel ha gwirioù ha frankizioù an dud a zo izili eus ar bihanniveroù-se zo ur gevrenn eus gwarez etrevroadel Gwirioù Mab-Den, ha dre-se un domani eus ar c'henlabour etrebroadel. »