peder c'hartenn gwisket, e-lec'h teir er c'hoari boutin, : ur marc'heg zo etre al lakez hag an itron,
ur rumm all, anvet atou, gant kartoù eus 1 (an izelañ) da 21 (an uhelañ)
ur gartenn all, anvet ar gitarour pe ar farouell gant lod, an digarez (diwar ar ger gallek) gant lod all.
Ar vuoc'h
Pouez ar c'hoarioù
Gwechall e veze c'hoariet 'r c'hartoù kenañ en ostalerioù. Hiriv ez eus kalz nebeutoc'h a ostalerioù hag e vez c'hoariet gant traoù a bep seurt a zegas arc'hant : bilhard, c'hoarioù tredan, pe redadegoù kezeg.
Poker a vez c'hoariet muioc'h-mui a-drugarez d'ar skinwel ha d'ar c'hazinoioù a zo en em glevet da vrudañ ar c'hoari-se, da sachañ pratikoù d'an tier-c'hoari. War an Internet e c'haller c'hoari ivez, a-benn gounez arc'hant.
Gerioù
Ur pleg a vez lavaret eus ar c'hartoù a zo war an daol pa vez bet lakaet e gartenn gant pep c'hoarier,
Ober an dorn a vez lavaret eus reiñ ar c'hartoù d'ar c'hoarierien e deroù ur c'hoariadenn. Gant piv emañ an dorn ? a vez goulennet da c'houzout piv zo bet mestr hag a rank c'hoari da gentañ.
Pa vez freuz-dorn er c'hoari-c'hartoù ne c'hoarier ket an taol, hag e vez adroet ar c'hartoù.