John Trudell zo ur stourmer politikel Amerindian, ur barzh, ur skrivagner hag un aktour. Ganet eo bet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1946 en Omaha (Stad Nebraska) en tiriad ar Sioued Santi (Santee Sioux e saozneg). E dad a oa ur Siou Santi hag e vamm ur Vec'hikadez. Desavet e voe e skolioù ar gouarnamant met ivez gant sevenadur Santi hag a voe ul levezon vras evit e vuhez a-bezh betek an deiz a hiziv.
Da 17 vloaz en doa divizet mont da soudard e Morlu Stadoù-Unanet (US Navy). E-pad ar 4 bloaz-se e veze dreist-holl e Vietnam evit ar brezel. Dibabet en doa mont d'ar Morlu peogwir e oa, hervezañ, muioc'h a chañs da zont en-dro d'e vro o vezañ martolod eget soudard war an talbenn. E 1967 ec'h echuas e gevrat ha neuze e oa distroet d'ar Stadoù Unanet.
Kroget en doa studioù war ar radio hag ar c'hleweled er Skolaj Traoñienn San Bernardino (San Bernardino Valley College) e Kalifornia. Tamm-ha-tamm e veze santet ennañ e fulor a-enep ar gouarnamant kevreadel ha na zouje ket ouzh gwirioù pobloù indian. Adalek an 13 a viz Du 1969 e oa bet ac'hubet Enez Alcatraz e Bae San Fransisko gant Amerindianed eus pep-lec'h. Int a oa eno evit enebiñ ha flatrañ ar sistem hag a oa graet evit ar re wenn nemetken hervezo. Goude ur sizhun e oa deuet John Trudell war an enezenn evit sikour ha stourm. Tro-dro da 600 Indian a veze du-hont e-pad 19 miz. Abalamour d'e skiant-prenet en doa savet ur radio anvet Radio Free Alcatraz hag a veze skignet e San Fransisko a-bezh. Warnañ e veze selaouet sonerezh Indian, divizoù ha prezegennoù. Mont a reas da vouezh aotreet an emsav. An Indianed a faote dezhe krouiñ ur greizenn studiañ sevenadur Indian. Goulennet e voe ivez perc'henniezh an enezenn a-gaoz un emglev kozh etre Meuriad orin tiriad San Fransisko hag an drevadennerien en XIXvet kantved. A-benn ar fin e oa nac'het goulennoù an Indianed gant ar gouarnamant kevreadel hag e oant bet argaset diouzh an enezenn. Ar stourm-se a oa ur c'hwitadenn evit an Amerindianed met en doa lakaet war-wel kudennoù ar pobloù genidik. Goude-se e oa aet John Trudell da gemer perzh en Emsav Indian Amerika (American Indian Movement e saozneg). Ur gevredigezh a vode ar meuriadoù Indian eus Norzh Amerika evit difenn an hengounioù hag e stourme a-enep Stadoù-Unanet ha Kanada. Staliet e oa bet penn ar gevredigezh e Minneapolis (Stad Minnesota). War div dachenn e stourme an EIA da gentañ penn: treuzkas ar yezhoù ha gwareziñ an douaroù, sakr peurliesañ.
E 1972 e timezas John Trudell gant Tina Manning, e eil gwreg. En em gavet e oant e-barzh an EIA (AIM) rak e oa ur stourmerez ivez. Ul levezon vras he deve warnañ. Ganti en doa bet tri bugel. Adalek 1973 e oa aet John Trudell da Brezidant an EIA betek 1979. Mil anavezet e veze e Stadoù-Unanet met er bed a-bezh ivez evit e brederouriezh hag e zoare da zisplegañ an traoù d'an dud. Meur a wezh en doa komzet war al leurenn skinwel pe er skingomz.
E 1973 en doa kemeret perzh e seziz Wounded Knee e tiriad ar Sioued. Etre miz C'hwevrer ha miz Mae e oa bet 200 Indian o terc'hel ar gêriadenn vihan-se a-enep ar FBI gant souten an Arme. 11 ostaj a oa bet tapet. Sevel a raent a-enep oberennoù feuls milis Indian douar-mir ar Sioued a veze sikouret hag armet gant an FBI. Tud an EIA a veze graet Paotred an hengoun anezhe. Stourm a raent kement a-enep an Indianed gwalc'het o zaouarn gant ar FBI hag an FBI e-unan.
E 1975 e oa John Trudell c'hoazh e douar-mir ar Sioued evit stourm. Ur gwallzarvoud brudet a-walc'h a oa c'hoarvezet e Pine Ridge. Daou wazour eus an FBI a oa bet lazhet e-pad ur fuzuilhadeg. An FBI, ar bolis hag Arme Stadoù-Unanet er vro en he fezh a oa goude o klask war-lerc'h an Indianed a oa diskred warne. Tri den a oa bet bac'het. Daou brosez a voe. An daou gentañ a oa bet dieubet. Troet oa da fall evit Leonard Peltier a oa bet barnet un nebeud mizioù goude. Ret e oa kavout un den da lakaat en toull-bac'h evit lavaret e oa bet tapet ar muntrer. Hemañ zo c'hoazh en toull-bac'h hiziv, atav e lavar n'en doa graet netra. Leonard Peltier eo ar prizoniad politikel koshañ er bed a-bezh.
E miz C'hwevrer 1979 e oa bet ur gwallzarvoud spontus ha skrijus. Gwreg John Trudell, e dri bugel hag e vamm-gaer a oa bet lazhet en o zi abalamour d'an tan-gwall bet kroget ennañ. Daouzek eurvezh a-raok en doa devet banniel Stadoù-Unanet war ul leurenn skinwel. Tamallet en doa an FBI da vezañ lakaet an tan evit ur seurt veñjañs. Hiziv c'hoazh e soñj dezhañ eo an FBI en doa graet an taol.
Goude se e veze trist-meurbet, divizet en doa chom a-sav gant an EIA ha leuskel a-gostez ar stourm politikel. Mont a reas da varzh, skrivagner hag arzour evit «chom luget gant ar wirionez-se». Skrivañ a oa salvus evitañ, un doare da zisplegañ e strafuilhadennoù ha kenderc'hel gant ar stourm e koun e wreg.
E 1981 e oa deuet e-maez e deskad barzhonegoù kentañ anvet Living in reality. E 1982 en doa enrollet e varzhoniezh gant sonerezh Indian hengounel. Ar bloaz war-lerc'h en doa enrollet e bladenn gentañ anvet Tribal Voice. Evit produiñ anezhi en doa krouet e di-embann Peace Company Label. E-pad ar bloavezhioù 1980 e kane gant ar soner gitar Kiowa (ur meuriad Indian) brudet Jesse Ed Davis. Asambles o doa sevenet teir fladenn. An hini anvet AKA Graffity Man e 1986 a oa bet lavaret evel pladenn wellañ ar bloaz gant Bob Dylan. Ar sonerezh a oa ur meskaj etre blues, rock ha sonerezh Indian hengounel.
John Trudell en doa enrollet seizh pladenn. Bremañ e ra un nebeud sonadegoù ur wezh an amzer, a-wezhioù gant prezegennoù e-kichen evit displegañ e sav-poent hag e stourmoù. Mont a ra en abadennoù skinwel ivez met nebeutoc'h-nebeutañ. Hiziv an deiz ne zifenn ket ken ar mennozh stourm gant feulster evit ober un dispac'h met kentoc'h bezañ en diavaez ar sistem. Bevañ evel ma ne vije ket eus ar gouarnamant hag ar gevalaouriezh. Aet eo d'an Anaon d'an 8 a viz Kerzu 2015 e Santa Clara.