John James Rambo (ganet d'ar 6 a viz Gouere 1944) a zo un tudenn ijinet haroz da bed Rambo ha d'an heuliad filmoù Rambo. Lesanvet ez eo "Johnny" pe "Rambo" pe "ar martolod".
Ar c'hentañ gwech ma vez klevet kaoz d'eus outañ a vezo er bloavezh 1972 en ul levr-berr anvet First Blood gant David Morrell. Ret e vezo gortoz ma vije taolennet er sinema gant Sylvester Stallone evit mont etrezek ur brud hollvedel.
Awen Rambo a vije Audie Murphy ur soudard Amerikan gwirion eus an Eil brezel-bed.
Deuet ez eo da vezañ ar ger "Rambo" un doare da ziskrivañ unan bennak troet gant ar fuelster evit diskoulmañ ar c'hudennoù, o kaout poan da blegañ d'an urzh, o vezañ kreñv ha disoursi pa vez gwall kudennoù o sevel.
Tro-spered ha korfelezh
El levrig hag er c'hentañ film e vez taolennet Rambo dindan tres ur soudard bet e brezel Vietnam ha mac'hagnet e spered gant an traoù heugus en deus bet graet pe gwelet eno.
Troet eo gant ar feulster dre e skiant-prenet er brezel en ur vezañ ez-ezel ur strollad stourm begenn al lu Amerikan met ivez dre ar jahinerezh pe bourevierezh en deus bet dre perzh lod soudarded Lu Norzh Vietnam.
Ma n'ed eo ket paotr drouk anezhañ e sav ur barrad aon gant an dud a gej gantañ rak un den gouez ez eo e zoareoù kemmesk gant bugel. Ne c'hell ket chom diseblant dirak an amjustis prest ez eo d'ober pep tra a-benn difenn an dud a gar hag e gamaladed.
Da geñver korfelezh ez eo paotr solud dre e amzer bet o stourm en ur strollad begenn (ar re Green Berets, beredoù gwer) d'al lu Amerikan e brezel Vietnam. Bet en deus bet ur gourdoneg fonnus evit bezañ ur arm dibleg o talañ da enebourien Stad Amerika.
Arbenikaet ez eo evit krak-vevañ gant nebeut a dra dreist-holl er janglenn pe er c'hoadoù. Paotr ampart ez eo evit ar stourm a-dost hag er brezel-kuzh pe guerrilla.
Gellout a ra gouzañv a-fed korf pe spered dre e emskiant d'eus brezel Vietnam.
John Rambo hag e liammoù gant an dud
John Rambo a zo diliamm pe dost gant an dud. A-fed familh, bez en deus un tad bev o chom en ur ranch met n'eo ket bet nag o tistreiñ di nag o reiñ keloù dezhañ abaoe ma z'eo lorc'het d'eus eno evit mont d'ober e goñje er Vietnam.
E-keñver ez soudarded ar Vietnam e holl genvreudeur a zo marvet. Unan, Delmare Berry, nebeut amzer araok ma glaskfe war e lerc'h er film kentañ ( Rambo First Blood) marvet gant ur c'hrign-bev tapet dre an Agent Orange er Vietnam. Unan all a zo marvet diroget e gof dre tarzhadenn ur minenn er brezel. War re all ne ouier nemetken int marvet e-pad ar brezel. Hini diwezhañ bev ar strollad begen a zo John Rambo.
Ar c'hroronal Trautman a oa ofisour ar strollad begenn ha neuze hini Rambo. Kamaladed int deuet da vezañ hag an dudenn bev nemeti ez eo liammet a-wir gant Rambo.
Da geñver an dud all, Rambo, a glask bezañ doujus ha seven met ne fell ket dezhañ krouiñ liammoù betek-re. Dre vras ez eo pe diseblant an dud en e geñver pe aonik. Er film Rambo III e teu a-benn da vont etrezek ur strollad menec'h Boudhist en Thailand ha da vezañ degemeret ganto evel Yann e vil micher.
Medalennoù ha loreoù John Rambo
Kalz medalennoù pe loreoù a zo bet roet da John Rambo evit e buhez brezelour.
Er c'hentañ film First Blood e vez kaoz eus:
1 - Medal of Honor
En eskemmoù dre gomz er film Rambo: First Blood Part II :