Ganet e oa John Davies e traoñienn Rhondda, e su Kembre[2], met tremenet en doa e vugaleaj e kêriadenn Bwlch-llan e Ceredigion ha gant se e voe lesanvet diwezhatoc'h John Bwlchllan. Mont a reas da skol-veur Kerdiz ha goude-se da skol-veur Cambridge d’ober studioù istor. Ur post a dapas e skol-veur Aberystwyth da gelenn istor Kembre.
Er bloavezhioù 1980 e voe goulennet digantañ sevel ul levr krenn diwar-benn istor Kembre evit embannadurioù Penguin Books. War c’houlenn an embanner e savas e oberenn e kembraeg. Embannet e voe gant an ti bras-se, e kembraeg eta, e 1990, ha kement a verzh a reas ma voe embannet un droidigezh anezhañ e saozneg e 1994. Kemer a rae perzh John Davies ivez, aliezik, en abadennoù skinwel ha skingomz war istor Kembre.
E 2005 e voe roet Gwobr Glyndŵr dezhañ, abalamour d’ar pezh en doa degaset da vuhez an arzoù e Kembre. E 2010 en doa bet ur priz all, priz Llyfr y Flwyddyn pe "Wales Book of the Year", gant e levr Cymru: Y 100 lle i'w gweld cyn marw ("Kembre : ar 100 lec’h da welet a-raok mervel"). Ren a reas ivez embannadur Gwyddoniadur Cymru ("holloueziadur Kembre"), embannet e kembraeg hag e saozneg e 2008[3].
Levrioù
Cardiff and the Marquesses of Bute (1981)
The green and the red : nationalism and ideology in twentieth century Wales (1984)
Hanes Cymru (1990) (adembannet e 2006 hag e 2007)
Broadcasting and the BBC in Wales (1994)
A history of Wales (1994) (troet diwar Hanes Cymru, adembannet e 1996, 2006, 2007)
Plaid Cymru oddi ar 1960 (1997)
The making of Wales (1999)
The Celts (2000)
Y Celtiaid (2001)
Cardiff : a pocket guide (2002)
Cymru: Y 100 lle i'w gweld cyn marw, Gwasg Y Lolfa (2009).