commencement at the Syracuse University, World Economic Forum Annual Meeting 2004
Oberenn heverk
Promises to Keep, Promise Me, Dad
Darvoud-alc'hwez
Joe Biden 2008 presidential campaign, Joe Biden presidential campaign, 1988, Joe Biden presidential campaign, 2020, Joe Biden 2024 presidential campaign, withdrawal of Joe Biden from the 2024 United States presidential election
Joe Biden (Joseph Robinette "Joe" Biden, Jr. , distaget [ˈdʒoʊzɨf rɒbɨˈnɛt ˈbaɪdən]), zo ur politikour stadunanat ganet d'an 20 a viz Du1942 e Scranton (Pennsylvania). Un demokrat eo, bet senedour evit Delaware etre 1973 ha 2009. Ar c'hatolik kentañ besprezidant en istor ar Stadoù-Unanet eo.
War ar renk e oa evit an dilennadegoù prezidant e caucus 1988 ha 2008, ha deuet eo da vezañ besprezidant ar Stadoù-Unanet pa oa bet dilennet Barack Obama da brezidant d'an 8 a viz Du 2008. D'ar 6 a viz Du 2012 e oa bet addilennet da vesprezidant da heul Barack Obama. Danvez prezidant eo bet a-enep Donald Trump e dilennadegoù miz Du 2020. D'ar 7 a viz Du eo bet embannet gant an ajañs Associated Press, ha war he lec'h ar mediaioù bras stadunanat, e oa trec'h war Donald Trump. Kamala Harris eo e vesprezidantez. D'an 20 a viz Genver 2021 eo bet lakaet en e garg evel 46vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika. E miz Ebrel 2021, Biden a embanne e vefe echuet tennañ an holl soudarded stadunanat diouzh Afghanistan e miz Gwengolo 2021.
Gwelet a oa evel ur politikour mirour awalac'h er Strollad Demokrat da gentañ, bremañ eo gwelet evel ur c'hreizour. War meur a zachenn en deus cheñchet e ali etre penn-kentañ e resped ha bremañ :
a-du eo gant an diforc'h. A-enep e oa e vefe paeet gant arc'hant ar C'hevread, disklêriet en deus e-pad koulzad dilenadegoù ar prezidant 2020 ne oa ket ken.
Disklêriañ a ra e miz Ebrel 2020 e talc'ho kannati ar Stadoù-Unanet en Israel e Jeruzalem evel oa bet divizet gant Donald Trump.
Pleustrer an iliz katolik eo.
Ekonomiezh
Joe Biden a glask adlañsañ ekonmiezh Stadoù-Unanet Amerika dre lakaat arc'hant e-leizh war an daol. Ur steuñv a zo bet kinniget evit ar bloavezh 2022 gant 6000 miliard a zolarioù[2] da vezañ lakaet en ekonomiezh evit reiñ harp d'ar vinorelezhioù, d'an deskadurezhhag ar yec'hed dreist-holl. Aon a zo gant arbennigourien an ekonomiezh ne vo ket a-walc'h doublañ an tailhoù war an embregerezhioù bras hag ar re binvidikañ er vro evit talañ ouzh an dispignoù uhel a lakao an dleoù da dizhout 111.8% e 2022 ha 117 % eus ar PIB e 2031.
Sina
Evel evit un toullad sujedoù all Biden a oa bet flemmus a-enep Donald Trump a-fed politikerezh war al liammoù etre SUA ha Sina. Ersavet e oa a-enep ar brezel ekonomikel a oa bet kroget gant ar prezidant en e a-raok. A-benn ar fin eo kendalc'het gant ur sell reut a-enep ar vro koumunour rak ne vez ket doujet lezennoù an ekonomiezh eno, ha rak ar gwallskouer er Xinjiang. Kinniget en deus Joe Biden da lakaat pinijennoù d'ar pennoù bras sinaat a oa kablus hervezañ da waskañ ar Ouighoured.
Iran
Kenderc'hel a ra Joe Biden gant ar pinijennoù bet lakaet da dalvezout war bro Iran, gant Donald Trump, evit rediañ ar vro da zistreiñ da varc'hata war sujed en nukleel[3].
Brezel
E miz Ebrel 2021, Biden a embanne e vefe echuet tennañ an holl soudarded stadunanat diouzh Afghanistan e miz Gwengolo 2021.
Brud
Embannet en deus Biden e 2018, e oa ur "gaffe machine"[4].
Dilennadegoù prezidantel 2024
D'ar 25 a viz Ebrel 2023 en deus embannet bezañ war ar renk evit an dilennadegoù prezidantel stadunanat 2024. [5]
Yec'hed
E-kerzh Kampagn dilennadegoù prezidant SUA 2020, lod komzoù gant Joe Biden a oa gwelet evel amsklaer betek digempoell ha seblantout a rae a-wechoù bezañ damgousket ar pezh a roas an tu da Zonald Trump lesanvout anezhañ « ar c'housket » (« Sleepy Joe »). Nac'het en doa tremen un test neuropsikologek, embann a ra Joe Biden n'eo ket senil. Diwallet e oa bet bras piv a oa da vezañ bespreziadant a-benn harpañ anezhañ.
Betek ar bloavezh 2024 e oa nac'het gant lod bras ar mediaioù hag ar Strollad Demokratel[6] e oa lajadoù amzer lec'h ma oa diasur eus al lec'h ma oa hag eus gant piv e oa o komz (fazioù war an anvioù tud). [7] Miz C'hwevrer 2024 e grog da vat da vezañ un tabut bras en SUA.