Jezuz-Krist, pe Jezuz a Nazaret diwar anv ar gêr ma veve, a zo un den istorel. Gwir Zen ha gwir Zoue ez eo evit ar Gristenion. Evel doue ez eo eil person An Dreinded, anvet ivez Doue ar Mab ganto ivez. Ar bersoned all a zo Doue an Tad ha Doue ar Spered Santel. Graet e vez ivez "An Aotrou" hag "Hon Salver" eus Jezuz-Krist gant ar Gristenion.
Jezuz Nazaret a oa ur Yuzev eus Galilea, ganet moarvat etre 7 kent J.-K. ha 5 kent J.-K.[1], a zeuas da vezañ tost da Yann-Vadezour a-raok loc'hañ, gant un nebeud diskibled, un esped berr prezegerezh a badas etre bloaz ha daou vloaz hanter[2],
e Galilea dreist-holl, o pareañ hag o stoliañ an dud. Lakaat a ra gred hag trelaterezh da sevel ha sachañ a ra warnañ disfiz hag enebiezh ar pennadurezhioù relijiel ha politikel, a-raok bezañ arestet, kondaonet ha kroazstaget war-dro 30 e Jeruzalem e-pad gouel yuzev Pask, dindan ar prefed Pontius Pilatus[3].
Embann a ra e ziskibled ez eo dasorc'het goude e varv. Anavout a reont anezhañ evel ar Mesiaz pe Jezuz-Krist ha kelenn a reont e istor hag e gelennadurezh, ar pezh a laka ar gristeniezh da ziwan. Evit ar Gristenien, Jezuz-Krist a zo mab Doue, ar Mesiaz kaset d'an dud evit o daspren. En islam e vez graet Îsâ eus Jezuz ha unan eus ar brofeded veur eo.
Levezonet eo bet sevenadurezhioù disheñvel e-doug an istor gant e gelennadurezh, kaset gant an Ilizoù kristen, ha displegadennoù disheñvel en deus lakaet da sevel. Awenet en deus kalz oberennoù doueoniezh, lennegezh hag arz. Kemeret eo bet mare e c'hanedigezh dre genemglev evel orin an deiziadurioù juluan — abaoe ar VI kantved — ha gregorian. Skiantourien ha teologourien zo a soñj ez eo bet ganet ar C'hrist pevar pe c'hwec'h vloaz a-raok avat.
Deuet e ar Sul da vezañ an devezh diskuizh sizhuniek da lidañ deiz e zasorc'hidigezh, ha degemeret en tu all d'ar sevenadurezhioù kristen[4]. Ar pouez en deus bet zo bras-kenañ e-keñver ar berr amzer ma oa bet o prezegiñ hag an nebeud a roudoù istorel a chom diwar e benn.
Mammennoù istor Jezuz
Anavezet eo ul lodenn eus buhez Jezuz gant ar Pevar Aviel dreist-holl, a gont dre beder gwech e vuhez diwar zorn pevar skrivagner.
Anavezet eo ivez un tammig dre ur skivagner yuzev, ha keodedour roman, Flavius Josephus, a gomz diwar e benn e rannbennadoù zo eus e oberenn. Diskred o deus tud 'zo war ar mammennoù-se rak n'int ket dielloù skiantel er ster ma roomp d'an anv-se hiziv an deiz. Donaet ez eus bet kenañ studi buhez istorel Jezuz abaoe kantvedoù ha kantvedoù gant nouspet enklaskerien diwar ar mammennoù-se. Dreist-holl abaoe daou gantved ez eo bet diorreet ar studi-se, ha tostaet ouzh mammennoù all war an holl dachennoù (tudoniezh, yuzeviezh, arkeologiezh hag all hag all)
Jezuz evit ar gristenien
Evit ar Gristenien n'eo ket bet faltaziet gwirvoud istorel Jezuz-Krist hag ar pezh zo kontet er Bibl. Sur int eta ez eus bet un den o vevañ en Israel dindan an anv Jezuz an Nazaredad, hag a zo diazezer ar relijion gristen.
Hervez ar relijion gristen ez eo Jezuz ar C'hrist, da lavarout eo an hini olevet, dibabet :
gwir Doue ha gwir den, doue en em c'hraet den ;
"Salver" an dud hag "Aotroù" war un dro ;
Deuet e oa da zisplegañ an Testamant Kozh ha da sevel ul lezenn nevez en e lec'h, lezenn ar Garantez, rak "Karantez eo Doue" (1 Yn 4,8);
eil ferson an Dreinded ez eo, al "Logos", "Verb Doue";
mab da Vari ha Jozef e dad mager, hag ar vicher kalvez en deus graet gantañ betek e dregont vloaz ;
tri bloaz he deus padet "e vuhez foran" o kelenn e esbestel hag an dud hag oc'h ober sinoù ha burzhudoù ;
bevet en deus betek e 33 bloaz p'eo bet harzet d'ar Yaou Gambr-lid, bourreviet, barnet d'ar marv, kroazstaget ha marvet ouzh ar groaz-se da Wener ar Groaz e nebeut amzer (un nebeud eurvezhioù) ;
dasorc'het eo d'ar Sul (an trede deiz) evel m'en doa lavaret ;
en em ziskouezet eo d'e Ebestel e-pad 40 devezh goude e zasorc'h evit o c'helenn c'hoazh ;
↑Michel Quesnel, « Jésus et le témoignage des Évangiles », in Aux origines du christianisme, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p. 201.
↑Pierre Geoltrain, « Les Origines du christianisme : comment en écrire l'histoire », in Aux origines du christianisme, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p XVII, et Michel Quesnel, « Jésus et le Témoignage des évangiles », in Aux origines du christianisme, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p 205.
↑Pierre Geoltrain, « Les origines du Christianisme : comment en écrire l'histoire », in Aux origines du christianisme, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p. XVII.
↑Evit ar yuzevien ez eo an "eizhvet devezh", oc'h ober anv eus an trodroc'h hag ivez an devezh war-lerc'h ar Sabat. Lakaet e oa an devezh diskuizh-se e 321 gant Kustentin. Ne oa ket koulskoude un devezh diskuizh kristen hepken peogwir e oa ivez « devezh an heol, lidet evit an zeulerezh dezhañ e-unan » (e Brezhoneg "Sul" hag e saozneg Sunday, da skouer), s.o. Pierre Chuvin, « Le triomphe du calendrier chrétien », in Aux origines du Christianisme, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p 541.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!