Jean Gainche
Jean Gainche a oa ur marc'hhouarner breizhat, bet ganet d'an 12 a viz Eost 1932 e Remengol. En e vleud e oa pa veze ezhomm da ruilhañ kement ha da sprintañ. E 1958 en devoa gounezet un tennad-hent eus Tro Bro-C'hall 1958 ha Priz Meur Ploue (aet ar maout en-dro gantañ e 1962). Renket e oa bet da 2l e-keñver Krez gwer Tro Bro-C'hall 1961.
E ditloù
Disoc'hoù e troioù meur
Tro Bro-C'hall
Eizh gwech en devoa Jean Gainche kemeret perzh e Tro Bro-C'hall er skipailhoù-mañ :
- Skipailh-rannvro Kornôg-Gevred e 1958, 1959 ha 1961,
- Skipailh ar C'hornôg e 1960,
- Mercier-BP-Hutchinson adalek 1962 betek 1965.