Jean-Marie Gustave Le Clézio (peurliesañ J.M.G. Le Clézio) a zo ur skrivagner bet ganet e Nisa d'an 13 a viz Ebrel1940.
Berzh en deus graet gant e romant kentañ, Le Procès-verbal e ditl, bet embannet e 1963. Levezonet eo gant orinoù liesseurt e familh, e veajoù er bed a-bezh hag e anaoudegezh eus pobloù Amerika. En holl en deus skrivet war-dro daou-ugent levr : romantoù, danevelloù, kontadennoù, skridoù-arnod hag istorioù evit ar vugale. Priz Nobel al lennegezh en deus bet e 2008[1].
E vuhez
Mab Raoul Le Clézio (surjian diouzh e vicher) ha Simonne Le Clézio eo JMG Le Clézio. E familh, hag a oa a orin eus Breizh, a zivroas da enez Voris en XVIIIvet kantved[2]. E levr kentañ a skrivas da seizh vloaz, pa oa war vourzh ur vag hag a gase anezhañ, asambles gant e vamm, da Nigeria. Studiañ a reas e Nisa, ha goude bezañ kaset un nebeud bloavezhioù e Londrez hag e Bristol e teuas da vezañ kelenner er Stadoù-Unanet.
E 1967 e reas e servij soudard e Thailand evel kenoberour, met buan e voe skarzhet goude bezañ savet a-enep da c’histierezh ar vuagel. Kaset e voe da Vec’hiko. E-pad pevar bloaz (1970 - 1974) e kasas holl e amzer gant indianed Emberá ha Wounaan, er Panama.
E 1975 e timezas gant Jemia, ur plac’h a orin eus Sahara ar C’hornôg. Asambles o deus skrivet Sirandanes ha Gens des nuages[3].
E 1976 e lakaas embann e droidigezh eus Prophéties du Chilam Balam , ul levr motologiezh amerindian. Arbennik war Michoacan eo Le Clézio, hag un dezenn istor en deus kinniget diwar-benn an tem-se e skol-uhel stidoù mec’hikan Perpignan. Goude-se en deus kelennet e skol-veur Albuquerque.
Hiziv an deiz e kas e amzer etre Albuquerque, Nisa, Pariz hag aodoù Breizh (bae Douarnenez). A-fet skrivañ e ranner peurliesañ e oberenn e div lodenn :
Etre 1963 ha 1975 e skrivas war temoù evel ar follentez, ar yezh hag ar skrivañ e-unan, gant ar pal ober taolioù-arnod, evel skrivagnerien all evel (Georges Perec pe Michel Butor). D’are mare-se e voe meulet gant Michel Foucault pe Gilles Deleuze.
E dibenn ar bloavezhioù 1970 e kemmas e zoare da skrivañ koulz hag e demoù : ar bugaleaj, ar minorelezhioù hag ar beajiñ, sed aze an temoù a fellas dezhañ lakaat war wel.