Jean-Cantius Garand

Jean-Cantius Garand
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKanada, Stadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanJohn Kemmañ
Anv-familhGarand Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 Gen 1888 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSaint-Rémi Kemmañ
Deiziad ar marv16 C'hwe 1974 Kemmañ
Lec'h ar marvSpringfield Kemmañ
Micherinventor, Ijinour Kemmañ
Deroù ar prantad labour1917 Kemmañ
Prizioù resevetHolley Medal, Medal for Merit, John Scott Award Kemmañ

Jean-Cantius Garand, anavezetoc'h gant e anv saoznekaet John Garand pe John C. Garand, ganet d'ar 1 a viz Genver 1888 e Saint-Rémi-de-Napierville (bremañ Saint-Rémi, Kebek) ha marvet d'ar 16 a viz C'hwevrer 1974 e Springfield, Massachusetts, a oa un ijinour kanadian ha stadunanat[1]. Unan eus ijinourien armoù-tan vrudetañ an XXvet kantved eo. Brudet eo evit bezañ savet ar fuzuilh M1 Garand implijet etre 1936 ha 1957 gant an US Army[2].

Buhez

John Garand hag e fuzuilh M1.

Mab henañ ur familh labourerien-douar c'hallek, enni daouzek bugel, e oa Jean-Cantius Garand. Pa voe 11 vloaz e tilojas gant e dud da Danielson, e Connecticut. Dilezel a rejont al labour-douar. Bloaz war-lerc'h e krogas Jean-Cantius da labourat en ul labouradeg gwiadoù[1]. Eno e tapas barregezhioù a servijas dezhañ en e red-micher. Diskouez a reas bezañ ampart evit dresañ mekanikoù ha dont a-benn gant kudennoù teknik a bep seurt[2].


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Da 18 vloaz e lakaas breouañ daou ostilh ijinet gantañ. Bloaz war-lerc'h e voe implijet evit sevel jaojoù el labouradeg Brown & Sharpe Co. e Providence, Rhode Island. Adalek 1916 e krogas da vezañ dedennet gant sevel fuzuilhoù damaotomatek. Ur c'hentpatrom a ginnigas daou vloaz goude d'an US Navy. Desachañ a reas evezh ar Stad, hag implijet e voe gant ar Bureau of Standarts e Washington, D.C.. Daou vloaz war-lerc'h e tapas ur post ijinour e arsanailh-Stad Springfield, hini pouezusañ ar vro, e-lec'h ma kendalc'has da labourat evit sevel armoù damaotomatek, a oa un araokadenn e-keñver ar fuzuilhoù-morailh a veze implijet en armeoù betek neuze[2].

E 1932 e lakaas breouañ ur fuzuilh damemgefreek skañv ha fizius, pourvezet gant klipoù 8 kartouchenn. An US Army a zibabas an arm evel arm standart e 1936 dindan an anv M1. An US Navy hag an US Marine Corps a reas heñvel e 1940. Lesanvet e voe ar fuzuilh M1 Garand pe Garand gant ar soudarded. Ouzhpenn 5 milion a skouerennoù anezhi a voe produet betek ma voe kemeret he flas gant an M14 e 1957.

Mont a reas Garand en e retred e 1953[1]. Tapet en doa ar vroadelezh stadunanat ha meur a vedalenn hag a enor er Stadoù-Unanet. Bevañ a reas e Springfield betek e varv e 1974[2].

Daveennoù

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) John C. Garand en Encyclopaedia Britannica (lennet d'ar 24/07/2024)
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (en) John Garand war lec'hienn an National Park Service (lennet d'ar 24/07/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan

Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!