Hlotar Iañ, pe Klotar Iañ (e-tro 498 – 561), pempvet mab d'ar roue Hlodwig Iañ (anavezet evel Clovis e galleg) ha pevarvet mab d'e bried Hlotilde, a oa roue ar Franked.
Buhez
Goude marv Hlodwig, d'ar 27 a viz Du511, e voe rannet e rouantelezh etre e bevar mab : Klodomir, Thierry Iañ, Childebert Iañ ha Hlotar[1],[2].
Roue Soissons e teuas Hlotar da vezañ e 511 (oadet e-tro 13 vloaz), roue Orléans e 524, roue ar Vurgonded e 534, roue Franked ar Reter e 555 ha roue Pariz e 558 . Etre 558 ha 561 edo e-unan e penn rouantelezh adunanet ar Franked, evel en amzer e dad Hlodwig Iañ.
↑Godefroid Kurth, Clovis, le fondateur, Éditions Tallandier, 1896, p. 505 ; Patrick Périn, Clovis et la naissance de la France, Éditions Denoël, 1990, p.117 ; Rouche (1996), p. 345 ; Laurent Theis, Clovis, de l'histoire au mythe, Bruxelles, Éditions Complexe, 1996, p.80.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!