Merc'h e oa da André Rénard, marc'hadour gwin eus Lyon. N'ouzer ket piv e oa he mamm, marteze ur c'hoar da Henri Duval, abalamour ma veze graet Henriette Rénard-Duval anezhi. Daou vreur he doa : Jean Baptiste ha Bénédicte.
E 1706 e oa en em gavet gant August e Warszawie, en ur friko aozet gant he zad. Hervez an istorourien ne ouie ket piv e oa he serc'heg da gentañ.
E miz Du 1707 e c'hanas ur verc'h, Anna Karolina. Prestik goude e timezas Henriette da François Drian. Pa varvas he fried ec'h addimezas da Claude Henri Morel.
E-pad 16 vloaz e vevas he merc'h Anna Karolina gant Henriette hep anaoudegezh na skoazell ebet digant he zad. E 1723 en em gavas gant he zad, hag anavezet e voe gant Aogust e miz Gwengolo 1724, ma voe anvet da gontez Orzelska.
Ha Henriette, a greder(Kaoz dispis), ne welas ket he merc'h goude ken. Ha n'ouzer ket petra e teuas da vezañ war-lerc'h.
Notennnoù
↑Hervez levr kontoù he breur Jean-Baptiste Rénard.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!