Hamas (en arabeg حماس, Ḥamās ha teskanv evit Ḥarakat al-muqāwama al-islāmiyya, حركة المقاومة الإسلامية Luskad an Emsav Islamek) eo anv un aozadur palestinatbroadelour hag islamour. Talvezout a ra ar ger hamas kement ha jourdoul, lañs, gred e brezhoneg. Palioù ar strollad eo ar stourm armet a-enep da Stad Israel a vez sellet gantañ evel ouzh ur Stad direizhwir, ha savidigezh ur Stad islamek e Palestina gant Jeruzalem da gêr-benn.
Enskrivet eo bet war roll an aozadurioù sponterezh gant Israel, ar Stadoù-Unanet hag an UE. Disklêriet eo bet ganto ne vefe ket anavezet Hamas evel kendivizer en argerzh peoc'h e ken kaz e vije izili anezhañ e gouarnamant da zont dilennadeg kannaded Palestina 2006.
Istor
Krouet eo bet Hamas gant ar cheic'hAhmad Yasin e 1987, e-kerzh an Intifada kentañ. E Kerzu 1987 eo bet embannet e gemenadenn gentañ gantañ. E-touez ar strolladoù bet araozañ emañ luskad "Kengevredad douar Isra" hag al "Luskad stourm islamek". Gant ar cheic'h Ahmad Yasin hag aduidi evel Mahmoud Al-Zahhar hag Abdul Aziz Al Rantisi eo bet frammet ha skignet an Hamas en un doare ofisiel. E mellad 2 e garta diazez, deiziet eus an 18 Eost1988 eo kinniget al luskad evel ur skourr eus luskad etrebroadel ar Vreudeur vuzulman, bet krouet en Egipt e 1928 gant Hasan al-Banna, un emsav hag a embann labourat evit lakaat e pleustr ar chariaislamek war ar pemdez e Palestinia a-bezh. Daoust d'an disklêriadenn-se, hag en tu all d'an daveenn ideologel-se, n'eus bet morse skoulmet an disterañ darempred etre an daou emsav-se evel m'eo bet anzavet gant pennoù an daou luskad.
E vad en deus graet Hamas eus digoridigezh an Aotrouniezh palestinat evit mont war ar renk evit dilennadeg ar 25 Genver2006 hep dilezel ar stourm armet, ha pa vije bet embannet un "harz brezel" gant an aozadur. Disoc'h ofisiel an dilennadeg a ginnig d'an Hamas ar muiañ-niver dreist gant 76 sez war 132.
Programm an Hamas
Ne anavez ket Hamas ar gwir da vevañ gant Stad Israel. Hervezañ eo bet savet ar Stad-se en ur ziperc'hennañ Palestiniz eus o bro. Sevel a ra enep da gement kammed a vije graet war-du ar Yuzevien. Goulenn-groñs a ra ma vo adsavet Palestina glok gant he harzoù kent savidigezh Stad Israel. Embann a ra eo ur c'holl amzer an divizoù etre an Arabed hag ar Yuzevien ha lakaat a ra ar stourm armet da venveg pennañ evit tizhout e balioù.
Ober a ra an Hamas war-dro ospitalioù ha skolioù; harpañ a ra emstriverien ha listennoù da-geñver an dilennadegoù kêr ha parlamant a vez dalc'het dindan kontroll an Aotrouniezh Vroadel Palestinat.
Brec'h armet
Ar "Brigadennoù Izzaddin al Qasam" eo brec'h armet an Hamas. En o c'harg emañ an emsav armet en deus sevenet tagadennoù a-enep soudarded ha siviled eus Israel, dre gwalldaolioù spont emlazh a-wechoù, dreist-holl e 2001. Rak-se e oa bet renket e-touez an "aozadurioù gwalldaolel" gant ar SUA.