Ar gwilioud eo ar mare ma vez ur vaouez o c'henel ur bugel. Komzet e vez ivez eus ganedigezh. C'hoarvezout a ra e dibenn an 9 miz ma toug ar vamm he bugel en he c'hof, pa deu ar bugel er-maez eus ar mammog.
Kontet e vez oad un den adalek ar mare-se en darn vrasañ eus ar sevenadurioù.
Gwiliouderezh
Ur gwiliouder a vez graet eus ar medisin, pe ar surjian, a ra war-dro ar merc'hed o wilioudiñ, dreist-holl pa sav un diaezamant bennak.
An amiegez eo ar vaouez a ra war-dro ar gwilioud pa ne c'hortozer diaezamant ebet, nemet prest e vez da c'hervel an arbennigour betegouzout.
Eveshaat ouzh ar gwilioudiñ a ra gwiliouder pe amiegez, ha n'eo ket pareañ, rak bout dougerez n'eo ket bout klañv.
Poanius eo ar gwilioud. Eus ar boan-se e vez graet ar gwentloù. Hiriv ez eus doareoù da virout ouzh ar boan ha ne oa ket anezho gwechall.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!