Gustav IV Adolf
Gustav IV Adolf a voe roue Sveden ha Finland war-lerc'h e dad Gustav III eus 1797 da 1809, pa voe distroadet. Dimeziñ a reas d'ar briñsez alaman Friederike Dorothea von Baden (1781-1826).
E vuhez
Mab e oa da Gustav III ha da Sofia Magdalena Danmark .
Diroueet
Gustave-Adolphe en 1809, ar bloaz ma voe diroueet
Distroadet e voe gant un taol-stad en 1809 , goude kollet Finland gant Sveden, ha roet da Rusia. Abaoe an XIIIvet kantved e oa ar broviñs-se er rouantelezh .
Dimeziñ ha bugale
Gustav Adolf ha Frederica Dorothea.
En 1797 e timezas da Friederike Dorothea von Baden (1781–1826), ha pemp bugel o doe:
Pemp bugel he doe :
E varv
Gustav IV Adolf a varvas un noz a C'hwevrer 1837 en un davarn e Sankt Gallen en Suis ma veve diwar un tamm labour a oa bet kavet dezhañ gant an impalaer Franz Iañ Aostria (1768 - 1835), tad-kaer ha breur-kaer d'un nizez da roue Sveden , an arc'hdugez Sophie Friederike von Bayern , mamm an impalaer Franz Joseph Iañ (1830-1916).