Kalz a labouradegoù a zo e Gujarat, ar pezh a ra d'ar stad-se produiñ 19,8% eus marc'hadourezhioù greantel India. Uheloc'h eo ar goproù well-wazh eget e stadoù all India. E 2001 e oa annezet gant ouzhpenn 50 milion a dud.
Gandhinagar eo ar gêr-benn, ur gêr savet a-ratozh, diwar netra, evit bezañ pennlec'h ar stad hag anvet diwar Mahatma Gandhi a oa genidik eus Gujarat. Ahmedabad eo kêr vrasañ ar stad.
E 1960 e oa bet krouet stad Gujarat evel m'emañ bremañ pa oa bet rannet Stad Mumbai diwar abegoù yezhel. Stad Mumbai hec'h-unan a oa bet savet e 1956 gant douaroù a oa e prezidantelezh Mumbai da vare an drevadennerien saoz.