Groningen (Groningen en nederlandeg ha Grönnen pe Grun'n er rannyezhoù lec’hel) zo ur broviñs e biz an Izelvroioù . E 2005 e oa 575 234 a dud o chom enni (stankter = 246 annezad/km²). Groningen eo ar gêr-benn .
Er reter d’ar broviñs emañ stad alaman Saks-Izel , er c’hreisteiz dezhi e kaver proviñs nederlandat Drenthe , er c’hornôg Friz hag en norzh Mor Wadden (un tamm eus Mor an Hanternoz ).
E proviñs Groningen e kaozeer rannyezhoù izelsaksek dibar anvet Grönnegs pe Grunnegs .
Bras eo pouez al labour-douar e Groningen ha gaz naturel a gaver eno ivez.
E-touez an dud vrudet genidik eus Groningen e c’heller menegiñ
Istor
Gwechall e oa Groningen ul lodenn eus bro ar Friziz. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus an Impalaeriezh santel roman german en X vet kantved . E 1536 ez eas da familh an Habsbourged evel proviñsoù all an Izelvroioù . E 1594 e voe staget Groningen ouzh Republik an Izelvroioù , hag abaoe eo chomet unan eus proviñsoù an Izelvroioù.
Liammoù diavaez