Gaius Baltar a zo un den gant donezonoù ur barzh. Gellout a ra livañ gevier o sevel un istor hir hag a seblant gwir a-benn tizhout e bal : dreistbevañ. Ur fent flemmus hag un dro-spered dibleg en deus. Un den speredek-tre eo a laka an dud da vamiñ. Sot eo gant ar merc'hed. E penn kentañ ar stirad ez eo deskrivet evel un den dezhañ e-unan ha gwan met gant an amzer e teu da vezañ kalonekoc'h hag e klask sikour an denelezh hag e garantez, Niverenn 6. Daoust ma krog ar stirad gant un den digred, Gaius Baltar a zeu goustadik da vezañ un den a gred don e relijion undoueek Cylon. Baltar a zo diskrivet evel "gwan", "otus" hag "digalon" gant an amiral Lee Adama. Evit Caprica C'hwec'h ez eo Baltar un "paotr outañ e-unan, kreizennet warnañ e-unan, dic'houest ha didalvoud." met gant "un donezon dibar evit chom bev en ur soñjal ennañ e-unan", ar pezh a gar-hi ennañ.