Fulup II Makedonia (henc'hresianeg : Φίλιππος Β ὁ Μακεδών / Phílippos II o Makedôn), (382 kent JK - 336 kent JK), drouklazhet e -336, a oa basileüsRouantelezh Makedonia adalek 359, ha tad Alesant Veur. Adaozañ a reas arme e rouantelezh, falanks Makedonia, sujañ keodedoù Gres ha prientiñ ar brezel ouzh ar Bersed.
Gwragez ha bugale
Meur a wreg en doa ar roue Fulup II, hervez giz e rouantelezh. Seizh anezho zo anavezet diwar ur skrid chomet war-lerc'h Satyros:
Audata, eus Illyria, merc'h d'ar roue Bardylis, a zimezas dezhañ war-dro -359/358, mamm d'ur verc'h, Cynané, marteze en -357, hag a voe gwreg da Amyntas IV meneget kent;