E trede Feur-emglev San Ildefonso , ur feur-emglev kuzh d'ar 1añ a viz Here1800, en devoa prometet ar C'honsul gall Napoleone Buonaparte krouiñ en Italia ur stad dindan ur priñs spagnol, anvet rouantelezh Etruria, en eskemm ouzh daskor Louiziana gant Spagn. Dre c'hoap e voe lavaret « o devoa ar Vourboned eskemmet un impalaeriezh ouzh ur broviñs » gant o sinatur. Kadarnaet e voe kement-se e feuremglevioù Lunéville (9 C'hwevrer 1801) ha feur-emglev Aranjuez d'an 21 a viz Meurzh 1801.
Istor
Mignonezed e oa an div vro, Spagn ha Bro-C'hall, a-hed an XVIIIvet kantved pe dost, met goude dibennañ ar roue Loeiz XVI en 1793, ez eas Spagn a-du gant Kentañ Kenunaniezh enebourien ar Republik c'hall, met faezhet e voe e Brezel ar Pireneoù.