leuskel an arme c'hall da zerc'hel Casteldelfino, Alessandria, Valenza e dell'Assietta, a vije daskoret dezhi goude ar brezel,
leuskel an armeoù gall da dremen evel a garent, serriñ ar vro ouzh an armeoù all.
kregiñ e listri ar Genunaniezh
Mervel a reas ar roue un toullad mizioù goude.
Mennet e oa ar C'hallaoued da vezañ mistri war Savoia abaoe 1792 pa o devoa staget an douaroù-se ha savet eno o 84vet departamant gall , anvet Mont-Blanc. Diwar-se e oa deuet brezel gant rouantelezh Sardigna.
Piemonte-Sardigna avat a c'houlennas an douaroù kollet-se en-dro pa voe diskaret Napoleon e 1814, hag un darn eus Savoia a voe rentet dezhi gant Feur-emglev Pariz e 1814 , hag ar peurrest e 1815, gant ur feur-emglev all sinet e Pariz ivez.
Adkemeret e vint diwezhatoc'h gant Bro-C'hall dindan Napoleon III.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!