En 1029 e voe lazhet Kont Kastilha, García Sanchez, a oa breur d'e vamm. Kont Kastilha e voe adal 1029, hogen ne c'houarnas nemet adal marv e dad e 1035.[1]
Seziz a lakaas neuze war gêr León. Goude kemeret kêr gantañ e wiskas Fernando kurunenn rouaned León, d'an 22 a viz Mezheven, dre wirioù e bried Sancha León, c'hoar d'ar roue lazhet.
Bec'h en doe neuze gant uhelidi Galiza ha León na felle ket dezho plegañ d'ur roue estren. Goude-se en em savas e vreur García IV, roue Navarra, diwar-benn douaroù kemeret digant Leon ha Kastilha gant o zad, en Araba hag a-hed harzoù reter Kastilha.
E miz Eost 1054 e faezhas arme Navarra en Atapuerca e-tal Burgos, hag e lazhas e vreur en emgann. Gant se e c'hallas kemer ar Rioja.
Trec'h e voe ivez war ar Vuzulmaned, kemer a reas Coimbra en 1064.