Emirelezh Nekor (arabeg مملكة نكور) a oa ur stad hag a oa er Rif, er pezh a zo Maroko hiziv. Temsaman a oa he c'hêr-benn da gentañ met da Nekor e voe diblaset diwezhatoc'h. Krouet e voe ar riez e 710 gant Salih Iañ ibn Mansur. Gounezet en-doa ar meuriadoù berberek d'ar feiz vuzulman met erru skuizh gant ar relijion nevez o doa kaset anezhañ kuit da c'houde. Un den, az-Zaydi e anv, o defe lakaet en e lec'h. Distreiñ a reas ha dont a reas da benn da adtapout e rouantelezh.
E dierniezh, ar Banū Sālih a renas war ar vro betek 1019, pa voe aloubet gant Ya'la ibn Futuh