Emil Erlenmeyer war-dro 1863 .
Richard August Carl Emil Erlenmeyer , bet ganet e Wehen (Taunusstein) (Kengevread alaman d'ar mare-se) d'an 28 a viz Mezheven 1825 hag aet da Anaon en Aschaffenburg (Impalaeriezh alaman d'ar mare-se) d'an 22 a viz Genver 1909 , a oa ur c'himiour alaman .
Gantañ eo e voe ijinet, e 1861 , an orsel pikernek a zoug e anv hiziv an deiz c'hoazh.
Un orsel Erlenmeyer, 500 mL an endalc'had anezhañ.
Labourioù pouezus a gasas da benn, e 1880 , war an enolioù (alkenoù ur fonksion alkool staget oute) hag int taotomerioù an aldehidoù hag ar setonoù emaint e kempouez kimiek gante : graet e vez Pennaenn Erlenmeyer eus ar stad-se.