Emgann El Bruch

Emgann El Bruch
emgann
Rann eusBrezel Dizalc'hted Spagn Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Lec'hBarcelona Kemmañ
Daveennoù douaroniel41°34′48″N 1°46′49″E Kemmañ
Deiziad14 Mez 1808 Kemmañ
Map
Emgann El Bruch, e Katalonia e 1808.

Emgann El Bruch eo an anv roet da zaou grogad brezel hag a c'hoarvezas e 1808 entre bagadoù spagnol ha gall nepell diouzh El Bruch, e Proviñs Barcelona, e-kerzh Brezel Dizalc'hiezh Spagn.

Istor

D'ar 4 a viz Mezheven 1808 e voet roet urzh gant ar jeneral Duhesme da gas daou vagad a 4 000 soudard gall er-maez eus Barcelona dindan ar jeneraled François Xavier de Schwarz ha Chabran, da vont da Lleida ha Zaragoza, gant urzh da dremen dre Vanresa hag Igualada. Evit mont betek Manresa e rankent tremen dre El Bruch. Evit Chabran a ranke mont da adkavout soudarded ar marichal Moncey, kaset war-du Valencia, goude bet o chom e Tarragona (hag a voe graet hep diaezamant d'ar 7 a viz Mezheven 1808).

Bagad ar jeneral Schwarz avat a oa da vont da-gaout armead ar marichal Lefebvre dirak Zaragoza.

En deiz-se e voe dour-beuz ma rankas ar soudarded c'hall mont da repuiñ e Martorell. D'ar 6 en em gavjont dirak 2 000 soudard dindan Antonio Franch y Estalella, anezho soudarded eus Rejimant [Suis]ed niverenn 1 eus Wimpffen, ha gwazed skampet eus gwarnizon Barcelona.

Ar Gatalaned disoudard a oa ganto a zeue eus Manresa hag eus Igualada hag an trowardoioù.

Levrlennadur

  • (es) Antonio Franch y Estalella. Héroe del Bruc y primer caudillo catalán en la guerra de Independencia. Galería de Hombres Ilustres, 1903.

Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!