Elizabeth Gaunt marvet e Londrez d'an 23 a viz Here1685 a oa ur Saozez lakaet d'ar marv evit an torfed a drubarderezh. Rebechet e oa bet dezhi da vezañ beet un ezel eus an irienn lesanvet Rye House Plot evit lazhañ ar roue Charlez II. Bez e voe ar vaouez ziwezhañ o vezañ kondaonet d'ar marv evit un torfed politikel e Bro-Saoz.
Gaunt a oa ur varc'hadourez advadezourez e Londrez. Merc'h e oa da Anthony Fothergill of Brownber, eus Ravenstonedale. Brudet e oa da reiñ bod d'an dud heskinet evit abegoù relijiel pe politikel. Hervez an eskob Burnet, tremenet he devoa "he buhez gant oberennoù a vad, o weladenniñ an toulloù-bac'h, oc'h ober war-dro ar re baour n'eus forzh piv e oant".
Sikouret he devoa un ezel eus an irienn c'hwitet lesanvet Rye House Plot, e 1683, James Burton, da dec'hout etrezek Amsterdam. Ur wech ma voe harzet Burton e 1685, e tamallas dezhi da vezañ bet e-barzh an taol, evit klask saveteiñ e vuhez dezhañ. En gwirionez n'he devoa netra da welet gant an afer, ar varnadenn a voe graet dezhi a oa un abadenn bolitikel. David Hume a skrivas: "Roet e voe dezhañ un disteurel evel gopr evit e drubarderezh hag hi a voe devet ent-vev evit he madelezh." Kondaonet e voe d'ar marv evit an abeg a drubarderezh en Old Bailey d'an 19 a viz Here1685.
Gaunt a wele ar varnadenn evel ur verzherinti hag hervez an testoù implij a reas ar fent betek lakaat an arvesterien da leñvañ dre c'hoarzhin. Lakaet e voe d'ar marv dre devadenn ha nac'het e voe dezhi da vezañ mouget, devet e voe bev. William Penn krouer Pennsylvania, hag a voe arvester eus al lazhadeg a embannas he "varvas gant un ingalded, tost d'al levenez, a bammas ar re a welas-se". Gerioù diwezhañ ar vaouez a oa bet:
"My fault, was one which a prince might well have forgiven. I did but relieve a poor family and I must die for it."[1]
Laret e vez e voe ur gorventenn ramzel war Bro-Saoz goude he varv, evit tud ar mare ur sin eus kounnar Doue evit he varv.
Levrlennadur
The History of England from the Accession of James II, gant Thomas Babington Macaulay
The History of England in Three Volumes, Vol.I., Part F., gant David Hume