Bouzar e voe a-hed ar braz eus he buhez. Gant he mamm e teskas an tresañ hag al livañ ; poltredoù ha bokedoù e oa he zodennoù pennañ.
E 1869 ha 1870 e voe lakaet he oberennoù war ziskouez en National Academy of Design e New York, ma oa bet degemeret he mamm evel keneilez e 1868.
Klañvaat a eure p'edo o labourat en Aljer e 1881. Pa voe diglañvaet e tistroas da New York, ma ranne ur studio gant he mamm hag he c'hoar ; beajiñ gant an div a reas en-dro.