Koant ha speredek e oa, c'hoant emuhelaat dezhi, ha froudennek a demz-spered. Paotred a vezel war he lerc'h hag en o zouez James Hamilton hag Augustus John Hervey, a zeuas da vout 3e kont Bristol. Un deiz koulskoude e kuitaas Hamilton Bro-Saoz ha, d'ar 4 a viz Eost1744, e Lainston, e-kichen Winchester, e timezas da Hervey. Paour e oant an eil hag egile, ha kuzh e chomas an eured evit ma c'hallje Elizabeth chom el lez, tra ma'z eas Hervey, ofisour a vor anezhañ, da verdeiñ, e-pad daou vloaz, a-raok distreiñ e dibenn 1746.
Ne voe ket un dimeziñ evurus, ha dispartiañ a rejont. Met pa voe peuzsur edo Hervey o vont da vezañ kont Bristol war-lerc'h e vreur e klaskas Elizabeth Chudleigh dastum prouennoù eus o eured.
Hervey a felle dezhañ dizimeziñ met Elizabeth ne felle ket dezhi reiñ brud d'o darempredoù ha d'o friedelezh. Kontañ a reas e oa trelatet Hervey, touiñ ne oa ket dimezet. Embann a reas al lez-varn e oa plac'h yaouank en miz C'hwevrer 1769.
Levrlennadur
Claire Gervat, The Scandalous Life of the Duchess of Kingston, Arrow Books Ltd, 2003 – ISBN : 0712614516
Jean-Claude Hauc, "Elisabeth Chudley", in Aventuriers et libertins au siècle des Lumières, Paris, Les Editions de Paris, 2009.