Ebrel e Les Très Riches Heures du duc de Berry ,1486
Pevare miz ar bloaz eo Ebrel en Deiziadur gregorian
Imbrel a reer eus anv ar miz e Bro-Wened a-wechoù[ 1] .
Gerdarzh
Eus al latin (mensis) Aprilis ). Diasur eo an anv latin, met dre ma oa Ebrel eil miz an deiziadur roman , ma raed Quintilis eus ar pemvet miz (Goure ) ha Sextilis eus ar c'hwec'hvet (Eost ) e c'houlakaer e raed *((ap(e)rilis) "an hini da heul" goude Meurzh .
Deizioù
Krennlavaroù
« Ar ran a gan kent miz Ebrel / E vez gwelloc'h dezhañ tevel »
« Bleuñv en Ebrel, feurm e Mae / Eus ar re-se e kargimp hon sae »
« D'ar seitek a viz Ebrel e rank ar goukoug kanañ pe greviñ »
« Da c'houel Mark / An had diwezhañ er park »[ 2]
« Da c'houel Mark / An ozhac'h hag ar mevel a gousk er park »
« Da c'houel Mark / Diodet ar park »[ 3]
« Da c'houel Mark / E teu ar vuoc'h eus ar park »
« Da c'houel Mark / Merenn vihan d'ar park »
« Da c'houel Pêr, plantañ kignen / Da c'houel Pêr, skoulmañ kignen / Da c'houel Pêr, tennañ kignen »[ 4]
« Da c'houel sant Gwennole / Stank ar foenneg ouzh ar c'hole »[ 5]
« Da viz Ebrel e kousk an ozhac'h hag e vevel / Da viz Mae e lavar ar wreg d'ar vatezh ober ivez »
« Deuet Meurlarjez pa garo / Pask pe Gazimodo / En Ebrel en em gavo »
« Dre ma tosta hanter Ebrel / E kousk an ozhac'h hag ar mevel / Ar wreg a lavar e miz Mae / D'ar vatezhig : deomp ivez ! »
« Ebrel c'harv / Porc'hell varv »
« Ebrel, Ebrelik / Digor da ziv askellig »
« Goude miz Ebrel da fin Eost / Da dan ebet nad a tost »
« Kizhier Ebrel, kizhier laer »
« Pa vez glav da c'houel Mark / E kouezh ar c'herez er park »
« Pask a-dost, Pask a-bell / Pask a vo en Ebrel / Pask en Ebrel a vo / Pe ar C'hazimodo »
« Rev Ebrel zo kenkoulz ha rev Mae »
« Sant Jorc'hdig diwar e dorchenn / A laka ar c'hozh saout da vreskenn »[ 6]
Notennoù
↑ Meriadeg Herrieu, Dictionnaire français-breton vannetais , Bleun-Brug Bro-Gwened, 1981, p. 34.
↑ Mark : 25/04.
↑ Diodet : stummet, tañvouezet.
↑ Gouelioù Pêr : 15/04, 29/06, 01/08.
↑ Gwennole : 03/03.
↑ Jorc'hdig (Jord) : 23/04.