N'ouzer ket anv he c'hoar henañ, a voe pried kentañ e genderv, an impalaer Constantius II. Hanterbreur e oa da Juluan an Abostad hag a oa mab da v-Basilina, eil pried e dad Julius Constantius .
En 337 e voe muntret e dad hag e vreur henañ e-kerzh ur gabaduilh en Constantinopla, marteze war urzh Constantius II. Peurvuiañ e lavarer e tremenas Gallus e yaouankiz gant e hanterbreur Juluan e domani impalaerel Macellum, en Kapadokia.
Caesar
En 351 e tivizas an impalaer Constantius II lakaat fin d'ar strivoù da glask ober emglev gant Magnentius (303-353), emsavet er C'hornôg hag emziskleriet impalaer, ha mont d'ober brezel dezhañ. Evit gallout mont d'ober e vrezel ha lakaat ar peoc'h er C'hornôg en devoa ezhomm da gaout unan bennak da ziwall proviénsoù ar Reter en e lec'h. Se zo kaoz e c'halvas e genderv Constantius Gallus, 26 vloaz dezhañ, da zont d'e gaout da Sirmio, ma oa o prientiñ e arme da vont da reiñ bec'h d'e enebour Magnencio, ha ma anvas anezhañ da Gaesar, ma roas dezhañ dorn e c'hoar Constantina, evit skoulmañ liammoù a gerentiezh ha stagañ outañ ar gwaz yaouank a oa, gouez d'an istorour Ammianus Marcellinus, ur paotr kreñv, dremmet koant ha ruz e vlev.
Karget e oa eus gouarnamant ar Reter, mont a reas da welout Juluan e vreur en Nicomedia ha mont da chom da Antioc'heia, ma tegouezhas d'ar 7 a viz Mae.
Brud vat en doa en arme hag e-touez ar bobl, daoust ma n'eo ket bet karet nemeur gant istorourien an Henamzer, war-bouez Zósimo.
Ar poltred graet anezhañ gant Ammianus Marcellinus a zo gwall zu, met gallout a ra bezañ bet levezonet gant enebourien d'an den.
Brezelekaat
E-kerzh e garg en doe da dalañ ouzh daou zañjer, an eil e Palestina, eben en Isauria.
Emsavadeg yuzev a voe e Seforis, e Palestina (351-2), kroget moarvat a-raok karg ar C'haesar nevez. Mouget kriz e voe gant ar jeneral Ursicino a lakaas an holl emsavidi d'ar marv. Diocesarea a voe diskaret betek rez an douar, ha kêrioù Tiberíades, Diospolis, ha re all c'hoazh, a voe lakaet an tan enne.
En Isauria e voe arsailhet kêr Seleucia del Tigris en 354, ha kas a reas dezho Comes Orientis, Nebridio.
En Antioc'heia e voe naonegezh hag emsavadeg. Diampart e voe a-hervez: pe e kondaonas uhelidi d'ar marv, pe e laoskas o muntrañ.
Da-heul kement-se e voe galvet en-dro davet Constantius. Mont a reas d'e gaout, ne voe ket laosket d'en em zifenn, lakaet e voe d'ar marv en 354 à Flanone, en Dalmatia.
Gallus el lennegezh
Gore Vidal a ra anv eus Gallus en e oberenn vrudet Julian an Apostad. Enni eo deskrivet ar C'haesar evel ur gwaz kenedus, ha kriz, sadek, ur seurt psikopat.