E 1392, emañ o ren e arme evit mont da Yann IV, dug Breizh, en deus roet repu da Bêr Craon, an den en doa klasket drouklazhañ ar C’honestabl Olier V Klison ; met, d’ar 5 a viz eost 1392, e koad ar Mans, e krog ur barrad follentez ennañ : oc’h huchal emeur o klask e drubardiñ, e tag e soudarded dezhañ e-unan. Lazhañ a ra pevar den a-raok bezañ mestroniet. Goude un nebeud eurvezhioù e teu e skiant dezhañ en-dro, e c’houlenn bezañ pardonet hag e kemer an hent en-dro. Bloaz diwezhatoc’h, dizeur bal ar re a zeve, ma wel pemp eus e vignoned o teviñ ez vev, a laka anezhañ da vont foll da vat.