Mab e oa Giuseppe Cesari da Muzio Cesari, hag e dad an hini a oa ganet en Arpino (etre Roma ha Naplez), rak e Roma e seblant Giuseppe bezañ ganet. E vamm a oa merc'h d'ur Spagnol a wad uhel.
Digant Niccolò Pomarancio e teskas ar vicher.
Ur stal-labour brudet en doa e Roma. Enni e labouras Caravaggio war-dro 1593-94, karget da livañ bleunioù ha frouezh.
Anvet e voe da varc'heg ar C'hrist gant ar pabKlemañs VIII, ha harpet gant Sikstus V.
War un digarez dister e voe lakaet en toull-bac'h, war c'houlenn ar c'hardinal Sipion Borghese, niz d'ar pab, hag a lakaas e grabanoù war e holl daolennoù.
Galleria Borghese: San Giovanni Battista; Decollazione del Battista; Fuga in Egitto; Ratto di Europa; Cattura di Cristo; Battaglia di Tullo Ostilio contro i Veneti.
Galleria Corsini: Resurrezione di Lazzaro (Dassorc'hidigezh Lazar).
Vienna, Kunsthistorisches Museum: Perseo libera Andromeda (Perseus o tistagañ Andromeda; San Michele caccia gli angeli ribelli (Sant Vikael a gas kuit an aelez emsavet).
Gant ar pab e voe anvet da Cavaliere di Cristo en 1599. Er bloaz-se end-eeun e voe dilennet da briñs (principe) en Accademia di San Luca. Adarre voe anvet da briñs en 1615 ha 1629.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!