California Dreamin' a zo ur ganaouenn saoznek, savet e 1963 gant John (1935-2001) ha Michelle Phillips (1944-)[1] e New York, tra ma oant izili[2] eus ar strollad The New Journeymen.
Enrollet e voe, da gentañ-penn, gant ar c'haner-sonaozer stadunanat Barry McGuire[3] (1935-) e miz Kerzu 1965, met ne voe ket embannet[4] a-raok miz Genver 1966 en e albom This Precious Time. Klevout splann a c'haller mouezhioù The Mamas & the Papas o tiskanañ a-gor.
E miz Kerzu 1965 eo ivez e voe enrollet (hag embannet) doare The Mamas & the Papas[5] ha chom a raio hennezh evel an hini anavezetañ er bed. Ma voe renket da navet ha pevar-ugent e Listennad ar 500 kanaouenn wellañ bet embannet hervez Rolling Stone e 2004, petra bennak ma voe kanet gant arzourien all e-leizh.
Er sinema
He c'hlevout a c'haller ivez e-barzh un nebeud filmoù :
- 1980 : The Hollywood Knights, sevenet gant Floyd Mutrux,
- 1981 : American Pop gant Ralph Bakshi,
- 1994 : Chungking Express gant Wong Kar-wai, Forrest Gump gant Robert Zemeckis,
- 1995 : Congo gant Frank Marshall,
- 1996 : Beautiful Thing gant Hettie MacDonald,
- 2006 : The Hills Have Eyes gant Alexandre Aja,
- 2009 : Fish Tank gant Andrea Arnold,
- 2015 : San Andreas gant Brad Peyton,
- 2016 : The Belko Experiment gant Greg McLean.
Selaou California Dreamin'...
Lenn ar gerioù...
Notennoù ha daveennoù