Caer Colun eo an anv a reer eus ur rouantelezh vrezhon vartezeus a vije bet en-dro da gêr Colchester, e reter Bro-Saoz. N'eus ger er skridoù kozh diwar-benn istor ar rannvro met ne voe ket diazezet rouantelezh sakson Essex a-raok 540. Ne gaver roud ebet eus ar Saksoned enni .
Da neuze eo ret krediñ e oa bet dalc'het ar vro gant ar Vrezhoned hiroc'h eget e-barzh ar peurrest eus reter Bro-Saoz.
Un enezennad keltiek e-kreiz ur vro aloubet gant ar Saksoned e oa Caer Colun moarvat. Diskaret e voe er VIvet kantved, peuraloubet gant Essex