Da gentan e oa bet faezhet Cadwallon gant Edwin Northumbria, a aloubas Enez Mon.
Hervez Annales Cambriae, e voe gronnet gant e enebourien e 629 en Ynys Seiriol (pe Glannauc), un enezennig er reter da Von. Hervez Historia Regum BritanniaeJafrez Menoe e vije deuet Cadwallon a-benn da dec'hel da Iwerzhon, hag alese da Gwernenez. Neuze en dije argadet Domnonea, kemeret kêr Exeter, faezhet arme Mercia, ha graet d'ar roue Penda sinañ ar peoc'h gantañ. Hervez Jafrez Menoe, met diaes e vez fiziout warnañ evel istorour, e vije dimezet da hanterc'hoar Penda; Penda ha Cadwallon a reas brezel da Northumbria.