Burgenland ("Bro ar C'hastelloù"; hungareg Felsőőrvidék pe Őrvidék, kroateg Gradišće) zo ur stad kevredet a Aostria. Betek 1921 e oa perzh eus Hungaria, met diwar emglev Trianon e voe lakaet ar vro e dalc'h Aostria. Eisenstadt (hungareg Kismárton, kroateg Željezno) eo e gêr-benn.
Teir yezh ofisiel a zo e Burgenland: an alamaneg, an hungareg ha kroateg Burgenland (hag a zo ur standard dezhañ e-unan). Ar Romeg n' eo ket kenofisiel, met anavezet eo gant ar stad Aostrian, ha moullet e vez levrioù-skol er yezh-mañ ivez.
Kêrioù pennañ Burgenland
Dre ur referendom e chomas Sopron (alamaneg Ödenburg), kêr-benn ar rannvro, stag ouzh Hungaria e 1921. N'eus ket kalz kêrioù a-bouez er peurrest eus ar vro e gwirionez,
|
Kêr
|
annezad (2005)
|
|
1 |
Eisenstadt/ hu: Kismárton/ kr: Željezno, kêr-benn Burgenland |
13 664
|
2 |
Oberwart/ hu: Felsőőr/ kr: Gornja Borta |
6 696
|
3 |
Mattersburg/ hu: Nagymárton / kr: Materštof |
6 256
|
Tud vrudet a vBurgenland
Gwinieg
Gwinieg Burgenland eo hini pennañ Aostria. Gwinoù ruz sec'h evel Blaufränkischer ha Zweigelt a vez produet dreist-holl, met Strohwein, gwin gwenn dous kar da Sauternes, zo ivez.
Liammoù diavaez
Yezhoù Burgenland
|
Yezh |
Dregantad
|
|
Alamaneg |
87,4%
|
Kroateg Burgenland |
5,9%
|
Hungareg |
2,4%
|
Kroateg unvan |
1,3%
|
Romeg |
0,1%
|
Slovakeg |
0,1%
|
Yezhoù all |
2,8%
|