Proviñs Buenos Aires zo unan eus proviñsoù Arc'hantina, hag ar vrasañ, ar binvidikañ, hag an hini enni ar muiañ a dud, gant 13 827 203 annezad e 2001. Gant se eo hounnezh he deus ar muiañ a bouez.
La Plata eo ar gêrbenn anezhi, ha 729 221 a dud enni.
Kêr Buenos Aires, kêr emren ha distrito federal, n'emañ ket e Proviñs Buenos Aires.
Douaroniezh
Emañ er rannvro kreiz-reter, hag en hanternoz dezhi emañ proviñsoù Entre Ríos ha Santa Fe, er c'huzh-heol re Córdoba, La Pampa ha Río Negro, er c'hreisteiz hag er reter ar Meurvor Atlantel, hag er biz proviñs Río de la Plata. Evel un enezenn enni emañ kêr Buenos Aires, a zo bet distaget diouzh ar broviñs e 1880. Gant 307.571 km², hag 11,06% eus gorread ar vro, eo ar vrasañ eus proviñsoù Arc'hantina.