Brezel kourserezh

La Confiance (18 kanol ha 190 den) o kemer ar C'h/Kent (40 kanol ha 437 den). gant Ambroise-Louis Garneray, dindan Surcouf, d'ar mare-se.

Implijet eo bet alies ar brezel kourserezh, e-pad ar brezelioù, gant unan eus an enebourien abalamour da greskiñ e nerzh war vor a-enep un enebour a vestronie ar morioù mui-pe-vui. Ur c'hourser a oa ur vag prevez aotreet gant ur stad da dagañ bigi ar broioù enebour dre lizhiri kourserezh. Graet e vez kourserien eus ar voraerien a rene ar brezel-se.

Istor

Droukvesket alies gant al Laeron-vor, ar gourserion zo un doare gopridi. Implijout a raent listri bihan, prim hag eskuit peurliesañ evit abourzhañ listri all war vor, kentoc'h dre souezh evit dre nerzh. Pa veze ar voull gante e oant gouest da gemer bigi kalz brasoc'h evit o re (da skouer kemeridigezh ar C'h/Kent gant flutenn Surcouf la Confiance d'an 31 a viz Eost 1800).

E-pad ul lodenn vat eus an XVIIIvet kanved, hag e-doug an Dispac'h gall hag an Impalaeriezh c'hall kentañ, e oa bet implijet ar strategiezh-se gant ar C'hallaoued a-enep ar Saozon. E-pad an daou vrezel bed ivez e paramantas ar morlu alaman listri kenwerzh evit brezeliñ ouzh listri kenwerzh ar gevredidi e lec'hioù ma ne oa ket bras a-walc'h an dañjer evit ma vefe aozet steudadoù-listri gante (Meurvor Indian, Meurvor Habask, su ar Meurvor Atlantel). Avanturio ar Gourserien a vez birvidik alies met ne veze ket ken bras o fouez war red ar brezel.

Preizhoù

Pa zistro ur c'hourser d'ar porzh gant ul lestr en doa tapet, Hemañ a veze gwerzhet d'an inkant peurliesañ. Disoc'h ar gwerzh a veze neuze rannet etre ar re o doa kenlabouret evit kemer al lestr enebour en urzh da-heul :

  • Ar roue a reseve etre 20 ha 40 % (Pourchas a rae all izhir kourserezh).
  • Ar mizioù (Paeet e veze ar boued, ar poultr, ar pourvezioù brezel, hag ar pezh a oa da vezañ dreset).
  • An intañvezed hag ar c'hloazidi (Kemeret e veze div wezh lodenn o gwaz gant an intañvezed hag un digoll, divizet en a-raok hervez lodenn ar c'horf a oa bet kollet, a veze roet d'ar c'hloazidi ouzhpenn o lodenn).
  • Ar paramantour a gemere an hanter eus ar pezh a chome neuze.
  • En diwezh, pep den a reseve e lodenn hervez e roll e pare al lestr (un hanter lodenn evit ar voused, 25 lodenn evit ar c'habiten hag ar surjian ha kement zo…)

Kourserien brudet

Levrlennadur

Liammoù diavaez

Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!